Top Search

LyricsCopy.com

E trouz ar gêr

by Denez Prigent

lyricscopy.com
E trouz ar gêr ma´z on bac´het ma mouezh a oar sevel bepred,
E trouz ar gêr ma´z on bac´het ma mouezh a oar sevel bepred,
Ma mouezh a oar sevel bepred,
N´eus ket un deiz na ganfen ket ´Tra all d´am dizoaniañ er bed,
N´eus ket un deiz na ganfen ket ´Tra all d´am dizoaniañ er bed.

Netra all nann d´am dizoaniañ pa ´deus ´r bed-mañ laeret din pep tra,
Netra all nann d´am dizoaniañ pa ´deus ´r bed-mañ laeret din pep tra,
Pa ´deus ´r bed-mañ laeret din pep tra,
Laeret din skeud an avel kan ar c´houmoul, tan an dremmwel,
Laeret din skeud an avel kan ar c´houmoul, tan an dremmwel.

Laeret din loarioù an de(iz) war ar c´hleuziou koroll ar gwe(z),
Laeret din loarioù an de(iz) war ar c´hleuziou koroll ar gwe(z),
War ar c´hleuziou koroll ar gwe(z),
Laeret din hadenn an noz hag heñtoù don ar brulu roz,
Laeret din hadenn an noz hag heñtoù don ar brulu roz.

Me ´glev ur son en avel foll hag hi ken nerzhus hag an heol,
Me ´glev ur son en avel foll hag hi ken nerzhus hag an heol,
Hag hi ken nerzhus hag an heol,
Hag hi ken splann hag al loar hag hi ken taer ha tan an douar,
Hag hi ken splann hag al loar hag hi ken taer ha tan an douar.

A bep amzer hep ´mije c´hoant ma muzelloù a glask ar c´han,
A bep amzer hep ´mije c´hoant ma muzelloù a glask ar c´han,
Ma muzelloù a glask ar c´han,
Ma muzelloù a glask ar son ha se a ra din kalz a aon,
Ma muzelloù a glask ar son ha se a ra din kalz a aon.

Ha se ra din kalz a aon ha memes tro joa em c´halon,
Ha se ra din kalz a aon ha memes tro joa em c´halon,
Ha memes tro joa em c´halon,
Ur wech hepken eo bet kanet ur wech hepken e deroù-bed,
Ur wech hepken eo bet kanet ur wech hepken e deroù-bed.

E deroù-bed liñvadenn an eil gwech ´vezo e dibenn,
E deroù-bed liñvadenn an eil gwech ´vezo e dibenn,
An eil gwech ´vezo e dibenn,
Pa vo kanet ha kanet flour deus ar bed-mañ ne chromo gour,
Pa vo kanet ha kanet flour deus ar bed-mañ ne chromo gour.

Deus ar bed-mañ ne chromo mann ´blamour da se am eus poan,
Deus ar bed-mañ ne chromo mann ´blamour da se am eus poan,
´blamour da se am eus poan,
Deus ar bed-mañ ´chromo netra ´blamour da se am eus joa,
Deus ar bed-mañ ´chromo netra ´blamour da se am eus joa,
´blamour da se am eus,
´blamour da se am eus,
´blamour da se am eus joa,
´blamour da se am eus joa !
Browse Artists :

# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Karaoke : Backing tracks & videos - Karaoké files

Karaoke Fun !