Kan bale nevenoe
by Gilles Servat
lyricscopy.com
Skoulmet mat eo hirie
chadenn ar goskored
kousket noz, kousket deiz,
kalon ar Vretoned
ma ´z eo du an deiz
d´argadourien ´r vro dibal,
disoñjet-krenn eo ho anv.
ma ´z eo du an noz
dindan gwask pounner ar Gall,
piv a sammo bir ha kleze?
met un deiz e luc´ho
tan-gwall menez Kerne
Met un deiz e c´hwezho
avel menez Are
ra vo dihunet
nerzh ha lorc´h an argadour
e skeud pounner
ar gwenn-ha-du,
ra vo dismantret
korf ha gwad an enebour
n´eus forzh penaos e vo ludu.
Skeud an trec´h war o dremm
ho pugale ´yay d´ar brezel,
dorn kalet lagad lemm,
stagañ raint war-du an avel.
gant tan ar serr-noz
e deun o daoulagad
war ar c´huzh-heol
ez int fennoz,
gant youc´h ar re gozh,
war leurenn an argad,
ar re yaouank ´varvo fennoz.
Nevenoe Nevenoe Nevenoe
chadenn ar goskored
kousket noz, kousket deiz,
kalon ar Vretoned
ma ´z eo du an deiz
d´argadourien ´r vro dibal,
disoñjet-krenn eo ho anv.
ma ´z eo du an noz
dindan gwask pounner ar Gall,
piv a sammo bir ha kleze?
met un deiz e luc´ho
tan-gwall menez Kerne
Met un deiz e c´hwezho
avel menez Are
ra vo dihunet
nerzh ha lorc´h an argadour
e skeud pounner
ar gwenn-ha-du,
ra vo dismantret
korf ha gwad an enebour
n´eus forzh penaos e vo ludu.
Skeud an trec´h war o dremm
ho pugale ´yay d´ar brezel,
dorn kalet lagad lemm,
stagañ raint war-du an avel.
gant tan ar serr-noz
e deun o daoulagad
war ar c´huzh-heol
ez int fennoz,
gant youc´h ar re gozh,
war leurenn an argad,
ar re yaouank ´varvo fennoz.
Nevenoe Nevenoe Nevenoe