Diwanit bugale
par Dan Ar Braz
lyricscopy.com
Didostait bugale
Ar serr-noz hag ar gouloù deiz
Roit kalon din-me
Aon ´m eus rak hon dazont
Tomm eo d´ho kalonoù
Furnezioù ar re a-ziwar ar maez
Hag ar c´hleunioù o tihunin
War an douaroù ´tro al lenn du
Diwanit bugale
Ar stourmoù kalet, an emglev
Ganeoc´h eo ´teu komzoù didro
Ha brav e kavan ho toare
Da safar ´r yezh
A ra diank din, siwazh
Diwanit bugale laouen
Ar menezioù melen
Gant hiraezh d´hor gouelioù kent
´Tre ho tiweuzoù ar wirionez
Diwanit bugale
Gleb ho taoulagadoù dre forzh c´hoarzhin
Ha didrouz ho klac´harioù
Diwanit bugale
Diwanit bugale
Ar stourmoù kalet, an emglev
Ganeoc´h eo ´teu komzoù didro
Ha brav e kavan ho toare
Da safar ´r yezh
A ra diank din, siwazh
Ar serr-noz hag ar gouloù deiz
Roit kalon din-me
Aon ´m eus rak hon dazont
Tomm eo d´ho kalonoù
Furnezioù ar re a-ziwar ar maez
Hag ar c´hleunioù o tihunin
War an douaroù ´tro al lenn du
Diwanit bugale
Ar stourmoù kalet, an emglev
Ganeoc´h eo ´teu komzoù didro
Ha brav e kavan ho toare
Da safar ´r yezh
A ra diank din, siwazh
Diwanit bugale laouen
Ar menezioù melen
Gant hiraezh d´hor gouelioù kent
´Tre ho tiweuzoù ar wirionez
Diwanit bugale
Gleb ho taoulagadoù dre forzh c´hoarzhin
Ha didrouz ho klac´harioù
Diwanit bugale
Diwanit bugale
Ar stourmoù kalet, an emglev
Ganeoc´h eo ´teu komzoù didro
Ha brav e kavan ho toare
Da safar ´r yezh
A ra diank din, siwazh