Top Search

LyricsCopy.com

Qwerz ar mengleuz

par Gilles Servat

lyricscopy.com
Ur gwall zarvoud ur gwall zarvoud
Barzh ar mengleuz ur gwall zarvoud
Dindan ar glaou tud zo chomet
D´ho skoazellan tud all zo aet

Ha krog int da doullan diouzhtu
Da doullan e barzh an toull du
Kamaraded hastit buhan
Aman en eus kavet unan

Kavet unan a vew a boan
Ne lakfe ket gant e alan
Foeennig war ur melezour
Deuit oll deuit d´am sikour

En tenvalijenn e vewe
Ha barz a bignerez iwe
Paz eo er goulou erruet
Ar mengleuzier a zo marwet

Kriz vije ´r galon na ouelje
War an dachenn neb a vije
Welet an dud yaouank ha kozh
O chom didrouz hag o c´hortoz

An intanvez a lavare
E ti´r mengleuz paz errue
Ma gwas zo marwet en toull don
Deuet on ewid ma pansion

Ho kwas ne oa ket en goueled
Med war c´horre paz eo marwet
Pansion a bez n´ho po ket
An hanterenn ne laran ket

Aotrou person aotrou person
An arched se zo un eston
Ema ´baoe kazi ur mis
E barzh chantele an ilis

Poent bras eo deoc´h d´e interrin
N´eo ket mad ´wid ar gompagni
Ne rin ket ma labour person
Ma vez ket roet pansion

Daou dra breinus a zo aman
Ho kalon ha korf an den-man
Paz eo klewed c´hwez an arched
C´hwez hoc´h ene a zo klewed

An intanvez a lavare
E ti ´r mengleus paz errue
Ma gwaz zo marwet en toull don
Deuet on da glask ma pansion

Me ro deo´ch toud ar pansion
Kit buhan larout d´ar person
E c´hell interrin ho pried
An direksion deus pleget.
Recherche Artistes :

# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Karaoké : Fichiers MP3 & Vidéos Karaoké

Karaoke Fun !